Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Al lojeiz e Breizh - Pennad skignet d'ar 05.05.2021

23 munut

Priz al lojeiz

Pennad-komz kaset da benn gant : Morgane Bramoullé, Laëtitia Fitamant

Er 5 bloaz tremenet eo kresket a 18% priz evit an tiez kozh e Breizh hag a 30% priz ar ranndioù kozh. Gwelet a reer ivez n'o deus ket an holl dañvez berc'hened ar memes budged. P'o deus ar re o prenañ er memes departamant ha ma vevent a-raok hag ar re o tont deus un departamant all ar memes sammad arc'hant da bostiñ tamm pe damm, ar re o tont deus Enez Frañs o doa 100 000 ¬ ouzhpenn ar re all da bostiñ en o zi pe ranndi nevez. Klevet hiniennoù o dez poan prenañ e Breizh er mare-mañ met ivez un dilennad hag ur c'heraozour o reiñ o soñj hag o ali war penaos e c'hell bezañ reolennet priz an tiez dre vras.