Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 18.06.2021

2 vunud

Aet eo kuit Olivier Dall Oglio a Brest

Gant : Brieuc

Pennad-komz kaset da benn gant : Yuna Cojean

Aet eo kuit Olivier Dall Oglio a strollad mell-droad Brest.
Gourdoner 'vo Olivier Dall Oglio e Montpellier. Start e oa ar jeu etre ar gourdoner hag ar c'hoarierion. Surtoud get Gaetan Charbonnier, c'hoarier a-feson ha brudet e Brest. Rebrechet eo bet da Dall'Oglio da vout lakaet Charbonnier re alies àr ar bank.
Ne oa ket aes chom e Lig Unan da Stad Brest ha pa 'vehe ur skipailh brav tre.
An dimeziñ get Olivier Dall Oglio eo un dra vat hervez harperion, èl Brieuc. Eñ neus savet ar lec'hienn hag ar bajenn Twitter « Stad Brestiz ». Komz a ra diàr-benn Stad Brest e Brezhoneg. Selaomp soñj Brieuc diàr-benn gourdoner kozh Brest a-benn.
Evit heuliañ labour Brieuc : kit d'ar pajennoù "Stad Brestiz" àr Twitter ha Fecebook. Ur pajenn Instagram a zo ivez !