Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 22.06.2021

2 vunud

GBB ha Difenn a labour àr plas ar maouezed er gevredigezh

Gant : Diane Lefebvre, Lucie Barral, Melan Boulig

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

A-benn pemzekteiz ac'hann e vo dalc'het Gouel Broadel ar Brezhoneg. An darvoud, ganet e kerzh ar bloavezhioù 1970, a zo deuet da vezañ unan deus an emgavioù brasañ evit ar vrezhonegrien hag ar brezhonegerezed a faot dezho beviñ, krouiñ ha stourm e brezhoneg. E pad daou zevezh neuze, d'an eil ha d'an trede a viz Gouere, e vo an ambeleg da selaou sonerezh, prezegennoù, gwelet filmoù, mez ivez ober sirk pe c'hoari foball e brezhoneg.
Dalc'hmat e vez an aozerien hag aozourezed, skipailhad ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg, o prederiañ war ar mod da gas ar brezhoneg war raog. Mez liammet vez ganto ar stourm gant stourmoù all ivez. War dachenn plas ar maouezed er gevredigezh e vez labouret ivez. Lucie Barral, deus ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg, a lâr deomp perag.
Ouzhpenn labour Difenn war al lec'h, zo bet prederiet gant aozourezed hag aozourien GBB a benn ma vo kevatal plas ar mouezed hag ar wazed war al leurennoù hag er skipailhad aoziñ. Ha deuet int a-benn bravig deus o zaol, evit darn deus ar palioù da nebeutañ. 53,6% deus programmadur ar sonadegoù a zo maouezed ar bloaz-mañ !