Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Rodeier - Pennad skignet d'ar 06.09.2021

44 munut

Sivi dous, sivi mat !

André, e c'hoar hag e vamm, o tastum sivi dindan ar ser.André, e c'hoar hag e vamm, o tastum sivi dindan ar ser.

Pennad-komz kaset da benn gant : Benjamin Bouard

Bro ar sivi eo Plougastell. Hag an dra-se zo pell 'zo bremañ, peogwir e fin ar bloavezhioù triwec'h-kant dija 'veze graet sivi e kement kêr a oa tout er barrez kazimant. En deiz-hiziv 'zo kalz neubeutoc'h evit gwechall, met un nebeut re o deus dalc'het d'ober sivi e-giz o zud hag o zud kozh a-raok.
André Cap zo 'chom e Plougastell evit ar wech, ha teir kwech ar sizhun e-pad ar sezon 'ya-eñ da varc'had Landerne da werzhañ e sivi. Benjamin zo bet oc'h en em gavout asambles gantañ, evit dezhañ kontañ deomp istor sivi Plougastell da gentañ, ha goude-se evit mont da zastum sivi dindan ar serioù.