Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 08.09.2021

2 vunud

Beuzet eo skolaj Diwan Plijidi gant ar re nebeut a glasoù er publik

Gant : Gwenola Koig

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine

War-dro 200 skolajiad ha skolajiadez a oa gortozet a-benn an distro-skol-mañ e skolaj Plijidi.
200 voent gortozet, hag a-benn ar fin zo bet 17 den yaouank ouzhpenn o c'houlenn bezañ degemeret e skolaj Diwan Bro-Dreger. Betek deizioù kentañ miz Gwengolo he deus ar renerez Soaz Planteg-Rouzig enskrivet krennarded nevez. Darn anezhe o tont deus skolioù divyezhek ar vro ha chomet o fri war ar gloued blam m'he deus nac'het ar rektoriezh digeriñ un toullad klasajoù e skolajoù divyezhek ar vro, evel e Kallag, Plouha, peotramant c'hoazh e Lanmeur. Goulenn a ra skipailh pedagogel Plijidi digant ar rektoriezh kaout peadra da gelenn d'ar grennarded ha krennardezed evel zo gleet. Hiroc'h gant Gwenola Koig, en karg deus ar bedagogiezh er skolaj.

Gwenola Koig a voe deus mikro Tomaz Laken.