Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Larsen ha mediator ! - Pennad skignet d'ar 13.09.2021

29 munut

2 : Orinoù ar rock 'n roll : ar country

Pennad-komz kaset da benn gant : Marcel Glever

Larsen ha mediator 2 : Orinoù ar rock 'n roll : ar country
Kregiñ a ra istor ar sonerezh Country er menezioù Appalaches, trevadennet gant emvroidi iwerzhonat ha skos, ha gwazh a-se evit ar meuriadoù Cherokee a veve eno. Ur boblañs stag ouzh an douar neuze hag en em stal war torgennoù ar rannvro, torgennoù hag a zo ivez ur repu evit ar sklaved war dec'h, ur wezh tremenet ganto al linenn Mason-Dixon, al linenn a verke ar vevenn etre ar stadoù sklavour hag ar re na oant ket.