Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 08.10.2021

2 vunud

Ur stumamdur e brezhoneg evit ar re a labour a-barh an EHPADoù

Gant : Kristian Braz

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine

Ur stummadur evit ar stummerion a oe hiriv e Karaez. A-houde bleadoù e vez aozet get Evelyne Sedlak ha Kristian Braz stajoù berr evit ar re a labour a-barh an EHPADoù, an tier ar re gozh. Un daou c'hant bennak a dud a zo bet stummet gete. C'hoant o deus bremañ kas ar vazh-test da stummerion arall.
Hiriv e oe deut ur bochadig tud da zeskiñ penaos kas seurt stajoù da benn.
Betag bremañ ne oe ket diaes kavout brezhonegerion e-mesk labourerion ha labourerezed ar yec'hed... Met hiriv eo diaesoc'h. Afer-bras a zo da aozañ stajoù brezhoneg evit an dud-se. Un eil devezh stummañ a vo aozet a-benn pemzektez e Ti ar Vro Karaez.
Selaomp Kristian Braz, doc'h mikro Tomaz Laken.