Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 04.10.2021

2 vunud

Un atalier teatr b'an Alre. E brezhoneg !

Gant : Solen Piriou

Pennad-komz kaset da benn gant : Yuna Cojean

Un atalier c'hoariva e brezhoneg penn da benn. Setu ar pezh a ginnig kevredigezh Bro an Alre Kerlenn Sten Kidna. An atalier-se a zo buhezet get Solen Piriou, hag a zo bet o teskiñ get Strollad ar Vro Bagan. Implij a ra, evit an atalier, testennoù ag ar vro Gwened. Da skouer he deus labouret àr barzhonegoù Yann-Ber Calloc'h. Digor eo d'an holl an atalier-se : a re o deus desket brezhoneg get Kerlenn Sten Kidna pe tud all ivez. Ar c'hoariva zo un doare da lakaet e pleustr ar pezh a zo bet desket e brezhoneg.
Ha just a walc'h : ur yezh a feson eo ar brezhoneg evit ur c'hoariva. Displegañ a ra perak Solen Piriou.
An atalier a zo bep merc'hed noz. Ma karit lakaat ho anv, kit e darempred get Soeln Piriou dre vail : solenpiriou@outlook.fr.
Muioc'h a ditouroù àr lec'hienn internet Kerlenn Sten Kidna.