Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 18.11.2021

2 vunud

Suhuniad ar yezhoù bro e Frañs 3

Gant : Mael Gwenneg

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Ar yezhoù bro, pe yezhou minorelaet 'vo lakaet àr wel àr Frañs 3 'benn ar suhun da zont !
Muioc'h a abadennoù evit boaz 'vo diskouezet àr ar chadenn tele broadell : brezhoneg 'ba rann Frañs 3 Breizh evel just. En holl eo 9 yezh 'vo graet ton dezho : korseg, okitaneg, provanseg, nizzart, poitevin-saintongeois, euskareg ha kement 'zo. Ur pezh cheñchamant eo àr an tele broadell. Selaouomp Mael Gwenneg 'zo karg eus ar programmoù en brezhoneg.
Adalek dilun 'vo kinniget muioc'h a abadennoù e brezhoneg evel ar film Noz 'vo skignet àr an tele àr eeun da 11eur e plas un telefilm e galleg... Abadennoù evit ar vugale, meteo e brezhoneg, abadennoù graet àr eeun bemdez e brezhoneg. Ur programm 'zo da gaout àr lec'hienn Frañs 3.
Ur pennad kaoz get Erwan Blanchard.