Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 24.11.2021

78 munut

Abadenn ar Merc'her 24 a viz Kalañ-Gouiañv

Gant : Louan Guidou, Benoit Allaire, Florent Grouin, Ewen, Meriadeg Lorho Pasco

Pennad-komz kaset da benn gant : Maëlle Ausias, Yuna Cojean, Enora Molac

B'an Dañs! Deuet 'maez pladenn nevez Kreiz Breizh Akademi #8, ar soner treujenn-gaol Meriadeg Lorho Pasco a zo tremenet dre studio RBG e Pondi evit komz ag o labour ha e sell a-ziàr an teroer, ar muzik hag an dañs.

Keeping Faith n'eus graet berzh e Bro Gembre, setu arriv an eil rann e Breizh, troet e brezhoneg, de welet àr brezhoweb, Florant Grouin karget a broduiñ ar chadenn a lar hirroc'h b'an abadenn.

Thomas Pesquet a zo distroet àr an Douar e penn kommañs ar miz, un digarez evidamp de zistroiñ a-zivoud rol an International Space Station hag an dud e labourat enni get Ewen, a lisead e Diwan.