Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 02.12.2021

80 munut

Abadenn al lun 29 a viz Du

Pennad-komz kaset da benn gant : Maëlle Ausias, Enora Molac

E miz Even eo deuet maez ur gelaouenn nevez flamm : Glaz hec'h anv. Glaz 'vel liv an natur, ha just a walc'h, 'bar gelaouenn e vez fotoioù ha tresadennoù deus an natur ha deus al loened deus ar re gaerañ. Gerard Gwenn en deus skrivet ur pennad diwar-benn an dour e eil niverenn ar gelaouenn.
Pennad kentañ pennad kaoz ar sizhun gant Nil Kaouissin deus mikro Tomaz Laken evit kaozeal deus kudenn al lojeiz e Breizh, da c'houde an dibenn-sizhun manifestadegoù.
Kronikenn War hentoù an Antroposen war ar beloioù elektrek hag ar gronikenn 2 vunutenn 'vit kompren war ar butun hag an alkol.
Ha gant tout-se sonerezh strolladoù a dremeno en Transmusicales e Roazhon : Hey Djan (Armeni), Rodrigo Cuevas (Asturi) , Adrea Laszlo (Itali).