Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 24.12.2021

2 vunud

Reportajoù en inizi Kanarias : UR YEZH HA NA VEZ KET KOMZET

Pennad-komz kaset da benn gant : Ar Pol Keleier

'Vit klozañ hon sizhunvezh gouestlet da inizi gKanarias 'vo lakaet ar gaoz war ur yezh dic'hortoz a gaver war enezenn la Gomera. Ur yezh 'vez kelennet da bep bugel a ya d'ar skol. Met ur yezh ha na vez ket komzet...Ur reportaj bet graet evit Radio Breizh gant Juliette Cabaço Roger ha Gwenvael Delanoe. Diaes eo goût resis eus pleec'h 'teu ar Silbo, met douetañs 'zo e vefe bet c'hwitellet dibaoe kantvedoù en la Gomera gant ar Gwanches. Ar bobl Berber a oa dioñti a-raok na vefe drouklazhet ga'r Spagnoled, 500 vloaz zo.
Hiziv an deiz e chom ivez eus ur Silbo en El Hierro, hag a zo un enezenn 'kichnn hini La Gomera.