Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 13.01.2022

79 munut

Abadenn ar Merc'her 12 a viz Genver

Gant : Olivier Ferrando, Steve Chandra Savlee, Dominique Merrien, Marie-Hélène Morvan, Sylvain Botrel

Pennad-komz kaset da benn gant : Maëlle Ausias, Enora Molac

D'ar Yaou 13 a viz Genver a vez dalc'het prosez Pascal b'An Oriant, e lez-varn ar felladennoù. Labourer-koulz àr Enez ar Gerveur ne oa, o chom en un deltenn ken m'en doe divizet get tud arall okupiñ un eil-ti dilezet a-houde 10 vlez. En ofisiel ema bet graet an traoù, kelaouet ti-kêr Bangor & an archerien: un paz arouezius e oa ivez evit lakaat àr wel kresk spontus prizioù ar lojeris e Breizh.
Muioc'h da c'houied a-ziàr ar vuhez àr an enezenn hag afer Pascal get Olivier Ferrando, a vev àr an Enez.

Adkavit ivez ur gaozeadenn get gitarour ar strollad Asian Dub Foundation, kontant bras de zonet de seniñ e Breizh met fallgontant bras àr un dro ag ar vuhez a-houde ar Brexit, ha levezon ar familh rouaned a vro Saoz ivez.