Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 13.01.2022

77 munut

Abadenn ar Yaou 13 a viz Genver

Gant : Gael Pedron, Marie-Hélène Morvan, Sylvain Botrel, Renan Kerbiquet, Tangi Louarn

Pennad-komz kaset da benn gant : Maëlle Ausias, Enora Molac

Bourdet eo an emglev Stad-Rannvro etre Breizh & ar Stad C'hall... Ur sapre senario a zo arriued e-kerz ar miziadoù ha bleadoù paset e-keñver añse aesaat ar c'helenn vrezhoneg àr dachenn ar lezennoù hag ar vuhez foran. Muioc'h de c'houied a-ziàr an emglev Stad-Rannvro get Renan Kerbiquet (Kelennomp) ha Tangi Louarn (Kevre Breizh) doc'h mikro Tunvezh Wloeguen Grandjean (Radio Kerne.

Artichoed a Maharadja a zo anv pezh nevez Strollad Kallag, un tañva da glevet b'an abadenn vitin, èl ur prantad antologiezh pa glever an daou arzour e roiñ o 7 gwellañ, e kerz ur bleustradeg.

Adkavit ivez kronikenn Yec'hed Gael Pedron doc'h mikro Maëlle Ausias, a-ziàr an infarctus.