Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 21.01.2022

80 munut

Abadenn ar Gwener 21 a viz Genver

Gant : Christian Bras, Mark Perrod, Magali Baron

Pennad-komz kaset da benn gant : Maëlle Ausias, Enora Molac

N'hellant ket gouzañv skinoù ar boksoù internet, ar pellgomzerioù, serten re en o mesk a glask mem kavouit takadoù gwenn (hep rouedad ebet) evit beviñ yac'h: anavezet eo an dalc'h-mañ èl tredangizidigezh. Muioc'h get Mark Perrod a zo bet aterset get Morgane Bramoullé (Radio Kerne) b'an abadenn vitin.

War an Hent a zo bet skrivet get Jack Kerouac e 1957 (On the road, an anv e saozneg) ha troet eo bet e oberenn get Christian Bras, kontet en deus hirroc'h a-ziàr e labour troer hag ar blijadur en dez doc'h mikro Tomaz Laken (RKB).