Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 25.01.2022

81 munut

Abadenn ar Meurzh 25 a viz Genver 2022

Pennad-komz kaset da benn gant : Maëlle Ausias, Enora Molac

Un hent tizh a zo o vezañ savet tro-dro da Rostren. Sapre cheñchamant evit ar gweled, al loened, al labourerien douar hag an dud tro-dro. Elen hag Aurelie Le Maître o deus kroget un oberenn anvet "Au deux bouts de la terre" evit ezteurel pezh a sant an dud gant ar chanter-mañ. Elen Le Maître.
Eil lodenn beaj Carmen Le Bris e Ladakh lec'h ma gont pelec'h vev an dud ha pegen start eo a-wechoù adsoñjal 'ba kondisionnoù buhez an dud o chom eno.
Kronikoù : A-ramp war'r gomz gant Yann-Ber Piriou o kaozeal deus ul lennegezh a-gozh, uhel e brezhoneg : Les lais bretons
Ha Peseurt mod 'vez lâret gant Gireg Konan evit komz deus brezhoneg bro Perroz.
Sonerezh : Nishtiman Project, Serge Anaou, Beatles, Natar Yulgay namkar (kanaouennoù a vro Ladakh dastumet gant David Lewiston), Elza Soares