Radio Breizh 5 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNOÙ RADIO BRO GWENED

a ginnig deoc'h

Sevenadurioù (e brezhoneg)

Liesseurted sevenadurel, glad dizanvez, egor Bretania, ha c'hoazh : un eurvezh pep miz evit ober muioc'h anaoudegezh gant kefridi liesseurt BCD !

Ce programme existe dans une version intégralement en langue française : ici

60 munut

Abadenn diwezhañ 30.09.2021

Mikro braserezhioù e Breizh : ur c'hresk abominapl

Gant : Tugdual Girard, Yann-Vadez Galloudeg, Gwenole Ollivier

Ur seurt mare aour emañ bremañ evit ar c'hrouidigezhioù bier. A bep seurt goustoù e kaver er vro, kaset lies mat get mikro-brasserezhioù nevez lañset.
Tud vat oe tro-dro d'an daol e RBG e Pondi evit lakaat ar gaoz àr an dra-se : Tugdual Girard ag ar stal-tavarn Mar'Mousse e Plerin, ha Yann-Vadez Galloudeg a volonte-vat evit ar mikro-brasserezh Bambelle (e bro Redon). Tizhet e oa bet ivez Gwenole Ollivier dre bellgomz, evit ar braserezh D'Istribilh.

Un abadenn kaset get Enora Molac ag RBG asambl Mikael Bihannig ag ar gevredigezh BCD, get Gaël Le Du (RBG) àr an teknik.

Fotoioù: Mikael Bihannig