Radio Breizh 5 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNOÙ RADIO BRO GWENED

a ginnig deoc'h

Larsen ha mediator !

Met petra zo peg ennañ ? Lakaat en e benn kontañ istor ar rocken urzh kronologel ? Ul labour divent an hini eo ! Ha daoust ha gouzout a ra zoken ober an diforc'h etre ar psychobillies, ar punkabillies hag ar gothabillies ? Hag an alt-country, americana, pe get ? Detroit, kêrbenn ar soul pe hini an techno ? Ha ken hegarat eo publik Hollyfest hag hini Hellfest ? Kement a veuriadoù zo, kement a luskadoù zo, peadra d'en em goll ! Ne vern, stagit ho kouriz, loc'het eo ar fuzeenn « Larsen ha mediator » evit he beaj e istor ar rock !!!

31 munut

Abadenn diwezhañ 20.09.2021

3 : Orinoù ar rock 'n roll : sonerezh ar mengleuz

Larsen ha mediator 3 : Orinoù ar rock 'n roll : sonerezh ar mengleuz

Hiziv ez eomp d'ober un droiad e teñvalijenn ar mengleuzioù. Reiñ a raio tro deomp da selaou an ton kentañ, din da c'houzout, sañsuret gant an FBI, un ton hag a anevezo evel-just meur a version hag e skoimp betek leurenn montgomery en Alabama e lec'h ma krog un den anvet Hank Williams da seniñ gitar en ur stil a raio e vrud, ur meskaj hillbilly ha blues.