Radio Breizh 5 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNOÙ RADIO KREIZ BREIZH

a ginnig deoc'h

An divskouarn o nijal

Mont pelloc'h gant ar c'heleier, testeniañ eus buhez pemdeziek ar vro hag an dud. Setu aze pal an abadenn-mañ a vez skignet bemdez da 12e ha da 6e noz. Gouel an Erer Kozh, manifestadeg labourerien-douar bio, stummadur ar vartoloded, dilennadegoù, beajoù ar Vretoned. zo e-barzh an Divskouarn o nijal kinniget gant Benjamin Bouard, Laetitia Fitamant, Morgane Bramoullé ha Tunvezh Gwlagen-Grandjean (Radio Kerne) pe Erwan Blanchard ha Reun Treger (eus Arvorig FM).

45 munut

Abadenn diwezhañ 02.11.2021

Mizvezh an teulfilmoù, filmoù chakod / Daoulagad Breizh

Gant: Elen Rubin ha Mona Caroff, gopradezed ar gevredigezh Daoulagad Breizh.
Mizveh an teulfilmoù zo kinniget deomp gant Mona. Abaoe ouzhpenn 20 vloaz 'vez kaset ha bannet teulfilmoù an tostañ posubl ouzh an dud. Pa ne c'heller mont d'ar sinema e teu ar sinema davedoc'h. Al labour-skignañ-se zo asuret gant Daoulagad Breizh e Penn-ar-bed met graet eo en holl departmantoù Breizh ha Frañs. Padout a ra betek an 3 a viz Kerzu.
Gwelet zo brav, ober zo gwell: kavit ho plas er genstrivadeg 'Filmoù-chakod' eme Elen Rubin. Digor 'vo d'ar vrezhonegerien betek miz Ebrel