SIN-171208-LE BRIO.docx
LE BRIO
Ur film sevenet gant : Yvan Attal (2017)
Gant : Daniel Auteuil, CamÚlia Jordana (1e35).

Setu ama˝ ur film leun a drao¨ e-barzh, a-fed kevredigezh ; a-fed moned-en-dro ur skol-veur ; a-fed enframmadur an dud daet ag ur vro estren da chom er Fra˝s ; ha c'hoazh a-zivoud bolontez an den d'en em denna˝ ag e stad ha tapoud ar pezh en deus c'hoant, daoust pegen pell pe uhel e tiskouez boud. Mez Yvan Attal, ouzhpenn-se, a gennig ur film dimp hag a sach hon evezh ive war un dra pouezuz-braz ha na sellomp ket trawalc'h douta˝ : galloud ar gomz. Hiziw e vevomp en ur bed a skeudenno¨. Skeudenno¨ da beb termen hag e peb lec'h. Ha ne ouiomp ket o lenn liez. Rag red eo gouied lenn ar skeudenno¨ ive. Mez ankouaet hon eus ar gomz, a zo kozh-Noe nawazh. Penaoz e c'hellomp boud kaset-degaset ha lakaet da chelaou trao¨ pasket gant tud abil gouest d'hon lakaad da gredi˝ ema noz da greisteiz ?
Konti˝ a ra ar film istoer dic'hortoz ur plac'h donezonet mat evid he stud´o¨ hag a garahe doned da voud alvokadez. Setu-hi neuze, Ne´la Salah, enskrivet e skol-veur Assas, unan a re vrudeta˝ Pariz (lec'h ma ya, war am eus klevet, toud ar yaouankizo¨ chik ha cheuc'h ag ar gŕrbenn -ar re n'o deus ket bet ar cha˝s da voned er Skolio¨ Braz d'an nebeuta˝, Polytechnique, St-Cyr ha m'oar-me...). Degouezhoud a ra gant ur c'helenner ampart, Pierre Mazard, respetet evid e c'houia˝s, mez anavet ive evel un den aez dezha˝ moned da glask lao¨ e chaoso¨ an dud, evid e blijadur da goma˝s. Mez ne vez ket ataw evid plijadur ar re arall.
Setu just a-walc'h ma kouezh e evezh war Ne´la, e-sigur ma oa-hi degouezhet diwezhad d'e gentel.
Dre m'ema Ne´la ur plac'h ag ar Maghreb e lÔr ar c'helenner trao¨ displijuz dezhi, tost-mat douzh ar c'houennelerezh (ar rasizm). Mez filmet e vez ar skenenn gant ar studierion ha kaset an enrolladenn g'unan bennag anezhe beteg burew rener ar skol-veur. Setu Pierre Mazard lakaet diaez ur sort, rag ne oa ket an taol kenta˝ e oa tamallet trao¨ dezha˝, ha setu ar rener oblijet d'henn kas dirag ar c'huzul a genurzh (conseil de discipline).
War-un-dro e ta tud da gennig d'ar studierion kemer perzh, mar karont, en ur c'ho˝kour helavarded (Úloquence) er Fra˝s a-bezh. Daw eo d'ar gandidaded difenn ur sav-boent bennag war ur sujed roet dezhe, tra ma vo difennet an tu kontrel gant ur c'handidad arall.
Kredabl en doa divinet Pierre Mazard e oa speredeg ha youleg ar plac'h-se, rag kennig a ra da Ne´la en em enskriva˝ d'ar c'ho˝kour-se, ha kennig a ra dezhi, ouzhpenn-se, he harpa˝ evid gouneza˝. Diskouezi˝ a ra ar film penaoz e c'hell an den doned da benn ag ur pal a-sort-se : komz splann, distaga˝ e c'herio¨, komz kre˝v, chomel heb boud distabillaet gant arguzenno¨ ar re arall, daoust pegen kriz e c'hellont boud, beteg moned da letaad meur a wezh.
Er meto¨-se n'eo ket ar wirionez ar pezh a gont, mez boud trec'h, diskouezi˝ d'ar re arall ema ar wirionez ganimp. Ha penno¨ braz o doa tremenet amzer evid pleustri˝ war an afer, hag Arthur Shopenhauer da skwer, filozofer alaman (1788-1860), en doa skrivet An arz da gaoud rezon ataw lec'h ma renable c'hwec'h feson ha tregont da gendrec'hi˝ an dud. Boud e vehe un dra vad da beb den stud´al un tammig ar levr-se, evid boud gouest da weled penaoz e ra an heni en deus c'hoant d'hon lakaad da lonka˝ losto¨-leue.
Bourrabl eo ar film ive evid ma ro ur rol nevez da Daniel Auteuil, daet da voud un aotrou brema˝. Hon lakaad a ra da gredi˝ en istoer, daoust m'ema dic'hortoz. Gweled a raomp penaoz e ta an daou zen, Pierre Mazard ha Ne´la Salah, ken pell an eil diouzh egile e deraou ar film, da voud tost a-walc'h, a-benn ar fin.
Jean-Claude Le Ruyet.20171208b.241F.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennado¨ :

Disoc'h :