Larsen ha mediator 6 : Seks ha rock 'n roll !
Kenderc'hel a reomp hor beaj e gwriziennoł ar rock 'n roll gant ur ger stur mil anavezet « seks and drugs an rock 'n roll ». Nann n'omp ket degouezhet c'hoazh da vare ar bloavezhioł 70 gant dirolloł Led zeppelin pe The Eagles e kambroł o letioł pe a-dreńv al leurenn. Hogen an tiez embann pladennoł bras « the majors » o deus laosket un toullad tiez embann bihan « the indies » kreskiń tro-dro New-York, e kalifornia, en New orleans pe e Memphis. Tem ar c'hanaouennoł a c'hell bezań diveret e daou c'her « Seks hag alkol ». Ar sonerezh tomm-mań, friant, blizoniel, ne zirenk ket re ar vourc'hizien e keit ha ma chom kenfinet er metoł minorilezet. Met klevout a ra ar yaouankiz gwenn ar pladennoł skignet er radio, ha gwashoc'h c'hoazh : prenań a reont ar pladennoł. Pa glev tadig ha mammig ar pozioł gadal e krog an traoł da drenkań. Diefed eo linenn ar segregasion a-enep gwagennoł ar radio ha netra ne c'hell mirout ouzh ar yaouankiz gwenn da zańzal war al luskoł hudur-mań.
Playlist :
Jenerik : The Beatles vs Joan Jett vs Cypress Hill vs House of Pain vs RATM - Mash Together - Mashup by Faroff
Fats Waller : Hold tight
Tampa red : Let me play with your poodle
Julia Lee : I din't like it for the first time
Dinah Washington : Long John blues
Dinah Washington : Short John
Willie Mabon : I don't know
Annisteen Allen : Yes I know
Oscar McLollie : Hot Banana

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennadoł :

Disoc'h :