Dimerc'her 'n eus ar gouarnamant gall hiraet ar maread ma c'hell strizhaat gwirioł an dud, a-benn mont enep red ar c'hleńved Kovid 19. E Bourdel da skouer n'hell ket an dud bezań e strolladoł muioc'h evit dek den en ul lec'h foran. Mez, hervez ar Von-Reizh, n'hell kat an aotrouniezhioł gall mestroniań ar pezh a vez graet el lec'hioł prevez koulskoude. E kontrol d'ar pezh a vez er Rouantelezh Unanet.

Dibaoe dilun zo reolennoł nevez e Breizh Veur, graet « rule of six », reolenn ar c'hwec'h deuhouti, da strizhaat ar gwir da vezań a-stroll. Reolennoł hag a zo disheńvel hervez ar vro : pe vefe an dud o chom e bro Saoz, e bro Skos, e bro Gembre pe e bro Iwerzhon an Hanternoz eo disheńvel ar munudoł.
Ha hervez reolenn ar c'hwec'h neuze, n'hell ket muioc'h eget 6 den bezań bodet asambles. E bro Saoz eo gwir pe vefe en diabarzh pe en diavaez, el lec'hioł publik evel an ostalerioł, pe er gźr. Mez n'eo ket gwir reolenn ar c'hwec'h evit ar skolioł, ar Skolioł-Meur nag al lec'hioł labour.

Peter Timpson a zo ur Breton-Meur o chom e Dunedin, e bro Skos. Lāret a ra domp penaos kollet an dud un tammig gant ar cheńchamantoł reolennoł.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennadoł :

Disoc'h :