Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Amañ ha pelloc'h

hanv newez en abadenn veze gwret "Vaimp ket pilet eit komz" dohti

Da bep merc'her da 9e da noz ha bep sadorn, da 1e30 d'enderv, dait genomb àr hentoù ar Morbihan, d'emgavet get tud ar vro evit ur pennad-kaoz pe ur weladenn. Ni 'ra konaisans get arzourion/-ezed, peizanted/-ezed, ha razh an dud 'deus traoù interesant da lâret !

22 minutes

Abadenn diwezhañ 09.03.2022

Ar liseidi o sevel ar fornAr liseidi o sevel ar forn

Gislaine TrividicGislaine Trividic

Gislaine Trividic, seramist er Gros-Chêne, Pondi

With : Gislaine Trividic

Ur c'hlasad tud yaouank ag ar lise Gros-Chêne a Bondi en deus savet un totem bras, tri metrad a uheldet, da lakaat e porzh ar lise.
Ewit kas ar soñj-se da benn a zo bet un dornad tud o labourat asambl.
Da gomañs, Camille Martel ag en asosiasion L'Art Dans Les Chapelles 'deus kenniget d'ar seramist Gislaine Trividic labourat get an dud ag ar lise.
Pep paotr ha plac'h 'neus savet un tamm ag an totem get pri, livet o deus o zamm pri ha lakaet o deus toud an traoù da boazhañ a-barzh ur forn o deus krouet-int get sikour Christophe Courtin, o c'helenner, hag ar seramist Philipe Boivin.
Gislaine Trividic zo genoump hiri, ewit kojal ag ar vicher seramist hag ivez ag ar labour kaset get an dud yaouank.

An totem savet get liseidi Gros-Chêne a c'hellit mont da welet e porzh ar lise adal ar 1ãn a viz Ebrel,
ha labour Gislaine Trividic 'c'hellit gwelet àr internet peotamant e mediaoueg Pondi d'an 17 a viz meurzh.