Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Re bell ganti

An abadenn-mañ a ya re bell ganti ! Kronikoù diwar-benn ar bed tro dro deomp, tabutoù gouestlet da sujedoù ar mare, tud pedet evit degas o soñj arbennig, sell Morgane ha Laetitia war keleier ar bed : un eurvezh hanter aktu, mousfent ha preder deus al Lun d''ar Gwener etre 4e30 ha 6e goude merenn.

83 munut

Abadenn diwezhañ 20.05.2022

RE BELL GANTI 20/05/2022

ODORICO
Disadorn ( 14/05) e oa bet kinniget gant Skol an Emsav ha Severine Even, ur weladenn heñchet e Roazhon, ur weladenn un tamm dibar: oberennoù gant ar familh Odoricco a gaver un tamm pep lec'h e kêr. Met piv eo ar familh Odorico?
SINN FEIN
D'ar 5 a viz Mae e oa dalc'het dilennadegeù an deputeed e Norzh Iwerzhon. Ar Sinn Féin a zo arruet e penn ar vro. Penaos e c'hellfe an traoù chench penn da benn en Iwerzhon an Norzh, ha en Iwerzhon a-bezh? Tudi Crequer, kazetenner staliet eno.

FESTIVAL CANNES
Div blac'h yaouank , Lenaig Pastori ha Karen Maus, tik gant ar sinema, zo aet da gCannes