Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Ar Big a Gan

un abadenn e brezhoneg gant skolidi evit skolidi

Klasoù divyezhek publik ar Morbihan a genlabour evit magañ un abadenn miziek : ar big a gan. E-pad un euriad e vez kinniget sonennoù, barzhonegoù, sketchoù ha rimadelloù, èl rezon. Mes ivez, reportajoù, atersadennoù, lennegezh. Rubrikennoù a-ziwar ar skiantoù, ar matematik pe ar yezh a c'hell kinnig ar skolidi ivez, ha gante e vez graet an enrolladennoù en o c'hlasoù.

Un abadenn sevenet get Gwenn Vorc'h.

19 munut

Abadenn diwezhañ 16.02.2022

Ar Big a Gan - Miz Genver 2022

Setu loc'het ar Big a Gan, un abadenn savet get skolidi divyezhek ar Morbihan (Pluneret, an Oriant, Begnen)