Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Teñzor an istor

Un abadenn evit deskin istor bras Breizh, Bro C'hall met ivez ar bed a-bezh. Leun-chouk e vo ho spered war-lerc'h bezañ bet selaouet en abadenn-mañ.

30 munut

Abadenn diwezhañ 01.04.2021

Ar Merc'hed en Istor Vras 2

Soñj 'peus, warlene oa kinniget deoc'h un abadenn diwar-benn Merc'hed en Istor Vras. Evel-just ouzhpenn un abadenn e oa ret din skignañ. Setu neuze an eil !
En 8vet abadenn e vo kaoz eus Sayyida al-Hurra, rouanez ha laeronez-mor er Marok, Rachel Carson, biologourez deus ar Stadoù-Unanet hag a voe an hini gentañ 'noa lâret e oa dañjerus al louzoù-amprevaned, hag evit echuiñ, ur plac'h a orin deus ar vro : Joséphine Pencalet, deus Douarnenez, ar vaouez gentañ a voe dilennet e Frañs. War-sav merc'hed neuze !