Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Rodeier

Rodeier

Rodeier. Un abadenn evit ober anaoudegezh gant re ar vro ha selaou anezho. Bep sizhun 'yeomp d'en em gavout asambles gant brezhonegerien ha brezhonegerezed eus ar vro, evit dezho kontañ deomp deus o micher, deus o bro ha deus o buhez.
Bep Lun ha bep Sadorn da 12e ha da 6e noz, gant Benjamin Bouard.

45 munut

Abadenn diwezhañ 16.05.2022

Ar Werc'hez e-barzh feunteun Treguron (foto : Jean-Yves Cordier)Ar Werc'hez e-barzh feunteun Treguron (foto : Jean-Yves Cordier)

Itron-Varia Treguron

Tri c'hilometr deus bourc'h Gouezeg emañ Itron-Varia Treguron. Peuzkozh eo ar chapel-se : al lodenn gentañ a oa bet savet sur a-walc'h er XVIvet kantved. Ur feunteun gaer zo un tammig pelloc'h ivez, e traoñ ar chapel. En enni 'vez gwelet ar Werc'hez gant he bronnoù e-maez, pezh ne vez ket gwelet nimblec'h ebet mod-all e Breizh-Izel. Dont a rae merc'hed ar vro gwechall da frotañ o bronnoù gant dour ar feunteun evit dezho kaout laezh da vagañ o bugale.
En deiz-hiziv n'eus ket droad da vizitañ ar chapel, ne vez ket digoret d'an dud ken, kar dañjerus eo : komañset eo an traoù da vreinañ e-barzh ha setu zo risk dezhi marteze da gouezhañ en he foull a-benn un nebeut bloavezhioù. Met Benjamin 'neus gallet mont da vizitañ anezhi memestra, asambles gant daou zen deus komite ar chapel : François Jaouen ha Henri Dreau.