Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Reportajoù Keleier ar Vro

Reportajoù ar skipailhad kazetennerien.
Selaou an abadenn a-bezh : klikiñ amañ

2 minutes

Abadenn diwezhañ 11.10.2021

Un ispisiri ispisial e Sant-Nigouden !

With : Rozenn Henry, Théo André

Fest-noz a oa disadorn da noz e bourk Sant-Nigouden !
Ur fest aozet gant tud an ispisiri kevredigezhel savet un nebeud mizioù zo, « Epicodème » hec'h anv !
Un tamm abretoc'h en devezh e oa moaien d'an dud dont da brenañ boued digante, produioù a galite ha deus ar vro evel-just !
Evit ar poent e ta un ugent den bennak bep Sadorn vintin betek sal ar c'hevredigezhioù, da brenañ legumaj, eoul, toazennoù, bleud, vioù, bara, traoù fresk ha traoù dous a bep seurt !
Tomaz Laken zo bet oc'h ober komisionoù da heul tud deus Sant-Nigouden, Rozenn Henry ha Théo André...
Bloaz zo e oa bet krouet ar gevredigezh « Epicodème ».
A-benn an tri àrn ugent a viz Here e vo aozet gante o emvod-meur, digor d'an holl dud dedennet !