Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 10.06.2020

2 minutes

Abalamour d'ar prantad klozañ eo lakaet diaes Diwan Kistreberzh

With : Noemi Jan

Pennad-komz kaset da benn gant : Neven Penneg

En arvar emañ skol Diwan Bro Kistreberzh, 'ba reter Morbihan. Da heul enkadenn ar c'hovid 19 'zo bet nullet kalzig darvoudoù skoazell hag a gase arc'hant d'ar skol 'vel foar ar skol, Ar Redadeg pe c'hoazh gouel ar sonerezh... Ne c'hell ket ar skol kaout ur bern yalc'hadoù gant an ti-kêr dre m'emañ al lodenn vrasañ eus ar vugale o tont eus kumunioù 'zo war dro Kistreberzh.(Evit derc'hel ha gellout degemer bugale en disto skol e miz Gwengolo 2020 en deus ezhomm ar skol dastum kalzig arc'hant. Noémie Jan a zo renerezh skol Diwan Kistreberzh. O klask diskoulmoù emañ asambles gant kerent ar vugale evit ma c'hellfe ar skol bevañ en un doare seder. Displegadennoù ganti deus mikro Neven Penneg.(Ma fell deoc'h skoazell pe souten Skol Diwan Kistreberzh e c'hellor mont d'ober un tamm tro war lec'hienn internet ar skol : www.diwankistreberzh .bzh.(Gellout a reoc'h ivez souten ar skol en ur reiñ ur sammad arc'hant hag a vo dibabet ganeoc'h en ur vont war al liamm-mañ : https://www.helloasso.com/associations/aep-skol-kistreberzh/formulaires/1/widget