Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Ar bed o treiñ - Pennad skignet d'ar 22.09.2020

4 munut

Un uzin fritez skornet nac'het gant tud an Norzh

Pennad-komz kaset da benn gant : Laëtitia Fitamant

'Mersi, n'hon eus ket ezhomm' a lâr bremañ annezidi Dunkerque d'ar fritez. Eeunoc'h ez eo da batroned an uzinoù Clarebout Potates a lâront kaoc'h. Ar re-se zo touesk brasañ produerien fritez skornet er bed. Dilezet o doa dija ar soñj da zigeriñ un uzin e Beljia, pa oa savet kalz tud enep d'o raktres. Met ar gouarnamant gall en deus bet roet an aotre da gas o doser pelloc'h. Ha fachet eo an dud a ranko en em ober da doareoù an uzin-se.