Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 01.12.2020

2 minutes

Manifestet oa dirgwener a-enep lezenn ar Surentez Hollek e Gwengamp

With : Brendan

Pennad-komz kaset da benn gant : Tudual Karluer

Abaoe un toullad sizhunvezhioù e sav ur bern tud a-bep tu a-enep d'an danvez lezenn war ar surentez hollek. Ha da gentañ 'enep d'ar pennad 24 enni, a lakafe na vefe ket gwir da embann skeudennoù polised war ober, kuit dê da vezañ taget diwezhatoc'h. Digwener 'oa bodet un tri c'hant a dud e Gwengamp, dirak burev Yannig Kerlogod, depute ar vro, hag en deus votet a-du evit al lezenn. Selaouomp Brendan, e-touesk ar vanifesterien. Gant Tugdual Karluer