Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn A liv ar loar hag ar stered - Pennad skignet d'ar 20.01.2021

18 munut

Ar siren gouliet get ar rekin (rinkin) er c'hoad-tailh

Jeanne ChevrelJeanne Chevrel

Pennad-komz kaset da benn gant : Jeanne Chevrel

Get :
An narratour : Mazhev Coviaux
Ar galant : Nicolas Le Grand
ar verc'h yaouank : Enora Molac
ar siren : Morwenn Le Normand
An daou zen kozh : Momo Jouano
an daouzek den get o roñsed : Youn Kamm / Brewal Runigoù
an eil den yaouank : Benoit Allaire
.
Sonerezh :
- Barbara : Septembre
- Andrew Bird : Dance of death
- Vincent Peraini & Emile Parisien : The Crave
- Dakhabrakha : Dostochka
- Samara Balouf : La mer
-Dour Le Pottier 4tet : Borderline
- Thimothée Le Net 4tet: Mue Imaginale
- Etienne Cabaret : Boked Eured
- Alain Genty : A-us d'al lenn

Ur wezh e oa ur verc'h yaouank hag a oa plac'h ! Hi a gavas ur galant àr he hent hag a lâras dezhi:
- Plac'h yaouank, d'e-menn eh it ?
- 'm eus ket afer doc'hoc'h. Me 'm beus ur siren hag a zo ma mamm-baeren. Mes seulamant nend omp ket 'n un enezenn, ha ' beus ket-ni afer doc'h denig yaouank ebet da zonet geneomp. Ma mamm-baeren ha me a zo eürus. Ni a zo 'n ur c'hoad, 'n ur c'hoad-tailh. Aze ' omp eürus hon-div, me ' gan da ma mamm-baeren hag a zo siren, d'an eur a greiznoz 'el d'an eur a greisteiz. Bout ' zo daou zen kozh geneomp ('d omp ket gwall-bell doc'h ar mor), hag a ya da glask dSur bemdez get b(emp) a ziv sailh da lakat e-lec'h (e)ma ma mamm-baeren. E-lec'h ema, (e)ma tout bitumet (cimenté). Ha p(a) arruont er gêr, den yaouank, a c'hober o labour, int a ya da ziskuizh. Hag int a ya b(emp) a 'n e wele. Ha den yaouank ' em eus ket afer doc'hoc'h.
- Neoazh, c'hwi a zo plac'h ha brav. Ha hoc'h eus plijet din fonnapl. Ha mar karit, plac'h yaouank, me ' labouray er jardrin.
- (Me) 'm eus lâret deoc'h ur wezh, div wezh, un deirvet (g)wezh 'm eus ket afer doc'hoc'h. Me ' zo-me re eürus amañ. Hag an daou zen kozh a zo geneomp a labouray er jardrin ha pa faotay deomp.
- Plac'h yaouank, taolit meiz d(oc'h)oc'h, a lâras an den yaouank dezhi. Un noz bennag m' ho spontay deoc'h.
- Den ebet ma spontay-me. (Me) 'm eus ket aon e-raok den, ha den ne ray ket poan din, kar ma mamm-baeren a zo siren.
- Nend on ket e poan doc'h ar siren, a lâras an den yaouank dezhi. Me ho po doc'h an noz, pe doc'h an deiz.
- Ma mamm-baeren a zo ma supérieure, a lâras ar verc'h yaouank.
Hag ar siren, he mamm-baeren, he c'hlevas é tespetal, hag a lâras dezhi :
- Piv ' zo é prezeg geneoc'h, ma filhorez ?
- Un den yaouank ' fell dezhoñ ma c'havouit palfors.
- Ma filhorez, a lâras ar siren, lârit dezhoñ donet da gomz doc'hin. Ha ni ' welay mar plijay din. Mar plijay din, c'hwi a zimezay getoñ. Ha mar ne blij ket, me ' ray foutr anezhoñ.
Ar siren a lâras d'he filhorez :
- Mar 'd eo ket pell anezhoñ ac'hann-amañ, lârit dezhoñ donet a-benn.
Ar verc'h yaouank a zo aet da lâret d'an den yaouank :
- Dait da gomz doc'h ma mamm-baeren ar siren.
- Me ho selaou, ha me ' ya àr-ho-lerc'h, a respondas an den yaouank.
Hag an daou zen kozh a oa chomet da selaouet er c'hoad-tailh.
- Mechal petra Madam ar siren a ya da lâret dezhoñ. Ni ' zo kurius un tammig. Ni ' garhe selaouet ha gwelet, àr-lerc'h ' vehaomp ket gwelet g(et) ar siren, a lâre-int etreze o-daou.
Hag an 'all a lâre d'ar gile.
- Na bout e kollhen ur penn-devezh an dra-se ' ray ket kalz a boan deomp. Ar verc'h yaouank ' deus kalon vat. Mes gwezhavez ar siren ' vez ket moaiand donet da benn doc'hti.
Pand eo arru an den yaouank 'tal ar siren :
- Boñjour, Madam ar siren. Me ' zo daet da c'houlenn dorn ho filhorez da zimeziñ.
Hi a sellas doc'htoñ hag a respondas :
- Ma filhorez, c'hwi n'ho po ket, kar ho fas ne blij ket din.
- Kenavo, ar siren. Ho filhorez ne vevay ket mui pell. Me m' armay g(et) ur pistoled, ha me ' lazhay an daou zen kozh ha hi. Ha c'hwi, siren, mar gellan ho tapouit, me ' ray kement-rall deoc'h.
Hag ar siren a savas he divrec'h d'ar lue, hag a lâras dezhoñ :
- Maleürus, ' po ket na buhez ma filhorez, nag an daou zen a zo genin pas muioc'h mam buhez-me. Me ' zo siren ha me ' zay a-benn deoc'h. Ha me ' ouarnay ar re ' zo dizan din. Kerzhit d'ar gêr, den yaouank ha chomit trankil. Ha ne lammit ket doc'h ho ti. Kar mard it d' hor lazhiñ, ho puhez a vo din.
Eñv ' gomañsas kaniñ. Eñv ' c'hwitelle :
- Me ' gasay genin, siren, un hanter dousen doc'h ma c'hamaraded.
- Na bout e kashec'h kant, a lâras ar siren dezhoñ, james treid den ebet ne day (zay) mui er c'hoad-mañ.
S'tu 'ma-eñv partiet d'ar gêr. Ha pand eo partiet d'ar gêr, an daou zen kozh ' oa é servij ar siren, int a lâras dezhi :
- Siren, henoazh e vehaomp lazhet, abalamour d'ho filhorez a zo ker plac'h.
- ' Hoc'h eus ket afer a vout aon. Den ' zay (day) ket mui amañ, ken 'met ma filhorez ha c'hwi ho-taou, a lâras ar siren.
Eizhtez goude, int a gleve un trouz é tonet 'tal ar c'hoad. Ha(g) he filhorez a lâras :
- Mamm-baeren, ' glevit ket trouz ? Me ' glev re é tonet hag a zo àr roñsed.
- ' Hoc'h eus ket afer a vout aon, a lâras ar siren. (E)n un hanter eur ac'hann-mañ, me ' ya d'ober añtouriñ ar c'hoad ha den n'her gwelay ket.
Da greiznoz s'tu savet ur vagoer tro-ha-tro d'ar c'hoad. Hani n' helle ket pigniñ, hag int a lâre :
- Ni' yay da glask piochoù, barennoù houarn, ha ni a ray un toull er vagoer, ha ni ' daolay ar vagoer d'ar ias, hag aze ni ' yay àrne roñsed ha-tout.
Ar siren a glevas ar vein é kouezhel d'ar ias. Hi a lâras doc'h unan doc'h an daou waz a oa geti :
- Lakit c'hoazh peder sailhad dSur fresk àrnin, ma vin uheloc'h, hag aze me 'n em garg doc'hte. En tachad mard on, 'm eus ket aon doc'hte. Doc'hin-me o devo afer.
Int a arruas get o roñsed. Hag e oant daouzek àr roñsed. Ha(g) int a ya(as) e-lec'h e oa ar siren. Ha(g) int a lâras dezhi :
- Siren, henoazh (e)ma ho noz diwezhañ.
- Arrestit, daouzek den yaouank, a lâras ar siren. 'm eus ket afer doc'h den da man difenn. Me ' zo kreñv tra-walc'h ha doc'hin-me 'd aoc'h ket da benn. Ma foull ' zo leun a zSur. Ha get man daouzorn m'ho taolay d'ar ias pep unan d'e dro. Pandeogwir (en) em gavit ken kreñv, den ebet ne zay (day) ket da benn doc'hin.
Hi a dapas enne, hag o zaolas d'ar ias 'ziàr o roñsed. An daou ziwezhañ a c'houlennas pardon g(et) ar siren. Hag a lâras dezhi :
- Ne rit ket droug deomp-ni. ' beus ket lâret ger deoc'h. (A)n heni kentañ ' deus hor c'haset getoñ, ha(g hor) behe kollet hor buhez abalamour dezhoñ. Met siren, ni a zo paour, Mard oc'h koutant doc'homp, ni a chomay geneoc'h.
- Me ' zo koutant, daou zen yaouank, kar 'm eus ket aon doc'hoc'h. Me ' gousk en deiz, mes ' gouskan ket d'an noz. Ma filhorez ne lammay ket adal din. Hi a choukay en ur gadoer. Hi a vrochay, hi a vroday, hi a ray tout ar pezh ' lârin dezhi gober.
An deiz àr-lerc'h mitin, hi a lâras d'he filhorez gober dijun d'ar pevar gwaz a oa er c'hoad geti :
- Maleürus eo (n') c'hellan ket monet er mor. Kar ur siren ' c'hell ket beviñ en dSur dous. Ret mat eo ma vo en dSur sall. Bremañ eh oc'h pevar. C'hwi ' yay pep unan d'e dro daou-ha-daou da glask dSur sall da laoskouit er lenn eh on. Bemdez, unan doc'hoc'h a yay d'ober tro an aod. C'hwi a gavay pesked hag a vo bev àr an draezhenn. Ha c'hwi o c'hasay din da zebriñ.
Unan doc'h ar re yaouank a oa partiet an deiz àr-lerc'h. Pand eo arru en aod, eñv ' deus kavet pevar bezh pesk. Eñv ' devoa aon en o raok, kar bev (e) oant. E-raok parti ar siren ' devoa lâret dezhoñ :
- Ne droc'hit ket o fennoù, rak maleur a vo deoc'h. C'hwi o c'hasay amañ ha m'o digoray, kar ar pennoù a garan ar gwellañ.
Pand eo arru get ar pevar besk bev, an den yaouank a oa skuizh. Hi ' lâras d'he filhorez :
- Me ' glev unan bennag é tonet, ha me ' zo sur ema ar pesked am eus kaset da glask. Lârit da unan doc'h an tri gwaz da vonet àr e arbenn, kar skuizh eo ha fatiket, ha 'm eus-me hiraezh da zebriñ un tamm pesked.
Hi a lâras dezhoñ :
- Den yaouank, kasit-hè e-tal din, ha me ' ya d'o digor, ha c'hwi a welay penaos e tebrin.
Eñv ' deus kaset ar pesked 'tal ar siren. Hi ' a lâras dezhoñ :
- Eh an d'o c'haeraat, ha c'hwi a welay penaos o debrin.
- Siren, ne chomin ket 'taldoc'h, kar pa welhen debriñ pesked kriz, e tahe ma c'halon er maez a ma c'horf.
Hag ar siren a lâras dezhoñ :
- ' hoc'h eus ket afer a vout aon. Nag a vout regred. Me ' zo-me ken propr 'eldoc'h, ha difisiloc'h evidoc'h. Mar ' garit ket 'met kig, me ne garan ket 'met pesked. Kerzhit bremañ da zebriñ ho merenn, asambl g(et) ar 'rall. Ha doc'h an daol e vec'h pemp. Ha laoskit-me ma unan da zebriñ ma fesked e m(a) aes. Ha ma ' vo ket ho kalon-c'hwi diaes.
Pand eo arru doc'h an daol asambl g(et) e gamaraded, n' helle ket debriñ na(g) evet. Int her gwele é tonet da vout gwenn 'el ur mouched. Ha(g) int a lâras dezhoñ :
- Petra ' zo arru geneoc'h ?
- Ma c'halon a ra droug din. Laoskit-me e m(a) gwele ha me, eh in da gousket.
Pand eo bet div eur horloj (e)n e wele, ar siren en deus galvet he filhorez, hag a lâras dezhi :
- E-menn ema an den yaouank en deus kaset ar pesked din ?
- Mamm-baeren, skuizh eo ha fatiket. (e)ma 'n e wele ha n'en deus ket debret.
- C'hwi a lakay dezhoñ àr an tan, a lâras ar siren d'he filhorez : s'tu ur voutailh hag a zo genin amañ daouzek vlez zo, hag a zo bouchonet mat ha den ' deus ket hi touchet. C'hwi a lakay dezhoñ (e)n ur wezh tizan ar valeur a zaou vlankad lagout. Hag aze ' vo ket pell anezhoñ é tonet en-dro. Ha pa welhaet e tay gwell, c'hwi a zay da gas ar respond din.
Un eur goude en devoa evet an tizan, an den yaouank a greñve. Hag hi ' zo oaet da gas respond d'he mamm-baeren :
- Mar faotay c'hoazh ur wezh tizan dezhoñ, a lâras ar siren dezhi, ar wezh-mañ ne lakit ket ken kreñv (a)nezhoñ, kar marse 'd ahe ket en-dro anezhoñ.
Da greiznoz s'tu 'ma-eñv savet. Eñv ' zo aet da remersiiñ ar siren evit an tizan en devoa evet. Eñv ' a lâras dezhi :
- Mersi, siren, bout ma sovet.
- Hoc'h eus tapet droug é vonet da glask ma fesked.
Hi a lâras dezhoñ :
- Bremañ c'hwi a chomay eizhtez hemp gober netra. An tri arall a labouray pep unan d'e dro.
An deiz àr-lerc'h mitin, s'tu galvet unan doc'h ar re koshañ a oa eno.
- Petra ' faot deoc'h, siren ?
- Karget a gomisionoù. Doc'h ar pesked, 'm eus c'hoazh unan. Met àrc'hoazh e vo mall monet d'an aod da glask kement 'rall din.
- Me ' selaouay doc'hoc'h, siren. Tout ar pezh a lârit din, me ' ray, na bout ' vehe ret din koll mam buhez, hag àr bennoù man daoulin, m'ho servijay.
Bremañ, a lâras ar siren, ema ret mat kavouit dSur fresk ha lakat ar lenn da redek. Div wezh dSur fresk bemdez nend eo ket re din-me. Me ' zo skuizh er lenn-mañ, kar n' c'hellan ket gober ar pezh a faot din. Un tammig ema re vihan.
Ha unan doc'h an daou zen yaouank a respondas dezhi :
- Me ' zo-me mason, ha m'her brasay. Ni o lakay 'n ur bailh bras, ha ' vo laket dSur mor fresk geneoc'h a-barzh, a d'rant vin é vrasaat ar lenn. Hag àr-lerc'h c'hwi ' vo (e)n ho aes, ha ' po ket mui pinizenn (pénitence).
Pand eo achu ar lenn, ema karget a zSur sall hag ema kaset ar siren a-barzh.
- Pegement a blijadur, a lâras ar siren, am eus bremañ. Ha pegement eh on e m(a) aes ! Kar e-raok me ' oa diaes. Evidoc'h, den yaouank, ne oaran ket petra gober. Me ' ray deoc'h ma filhorez da zimeziñ, kar c'hwi a zo un den yaouank hag a blij din.
- Ho filhorez, siren, ' devo ket afer doc'hin.
Hag ar siren a respondas :
- 'd ay ket (a)nezhi enep din.
Ar filhorez a oa gwiv ha koutant da gavouit ur galant. S'tu 'ma int dimezet. Hag ar siren a lâras dezhi :
- Grait hiziv ur pred mat, ur repas bras. Ha c'hwi a gasay div zaol e-tal ar lenn, unan a bep tu din. Ha m'am bo plijadur d'ho kwelet é tebriñ hag é evet.
Pand eo kaset an div zaol ha ne vanke ket netra àrne, ar siren a foetas he daouzorn hag hi a c'hoarzhe :
- Me 'ra deoc'h mam bennozh, mam bugale. Me ' vevay eürus e peoc'h hag e trankilite.
P' oa dimezet he filhorez, hi a ra(s) aour hag argant dezhe.
- Ne vennan ket e chomit ken da chom amañ. Kerzhit pelloc'h ac'hann-amañ, kar amañ ne welit ket den, ha den n'ho kwel ket. G(et) an aour ha g(et) an argant a ran deoc'h, c'hwi ' c'hellay monet d'ur vro e-lec'h e plijay deoc'h.
S'tu 'm' int partiet. Hi a lâras kenavo, he gwaz ha hi, d'he mamm-baeren. Hag ar siren a lâras dezhe :
- Ne vankit ket a zonet da man gwelet. Me ' faot din e tit pep miz, deiz evit deiz. Kar mar veoc'h un deiz àr-lerc'h, ne rin ket mam bennozh deoc'h.
Ar miz kentañ, int a zo daet an deiz just deiz evit deiz, da welet ar siren he mamm-baeren. An eilvet miz, an daouvet miz int arruas tri deiz diwezhat hag e oa ar siren é vervel. Ha ' oa ket 'met an tri gwaz d'he soagniñ. P'he doa gwelet he filhorez hag he gwaz, hi a lâras dezhe :
- Kulit ag ur paz. Ne vennan ket mui ho kwelet. C'hwi hoc'h eus manket d'ho tever. Bremañ kulit e-lec'h mard oc'h é chom. 'M eus graet trawalc'h a(g) aour hag argant deoc'h. Hag an tri den a zo amañ a vo tout evite. Ha(g) interit-me bremañ e-lec'h a blijay geneoc'h, dizan ur wezenn skav. Ha pa vo é bleuñv, ma zud vat, c'hwi o zroc'hay a bakadoù, ha c'hwi o lakay a-skourr da sec'het. Ha pa basay (un) den maleürus ebet amañ, hag a vo klañv, c'hwi ' ray b(ep) a wezh tizan dezhe, ha doc'h ar voutailh a zo amañ, c'hwi a lakay a-barzh, ha c'hwi a sovay o buhez. Ha ma ' oa(nt?) ket c'hoazh marv, neuze.
10/10/1913
C'étaient d'autres qui l'avaient envoyée là, parce qu'elle était affligée. Alors les autres avaient choisi cet endroit là qu'elle aurait été tranquille. An hanter doc'h he c'horv a oa bet debret g(et) ur rekin. Ha neuze ' oa graet ar lenn, ha hi ' oa laket a-barzh. Ha(g) int a lâre amañ e vo e peoc'h hag e trankilite. Hag er mor e vehe bet marv goude ma oa bet haniet d'ar rekin.
An dek-se ' oa bet lakaet e morfos, an deiz ' oa dimezet he filhorez an dek den yaouank a oa er fest, hag an dek jao a oa graet dezhe da zebriñ 'tal ar lenn. Hag an deiz ma(r)d int aet kuit he filhorez hag he gwaz, an dek den yaouank hag an dek jao a zo dispartiet.