Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 24.02.2021

2 minutes

Dizouariñ a ra mazout an Tanio e traezhennoù Treger-Vihan

poltred gant ti-kêr Plougasnoupoltred gant ti-kêr Plougasnou

With : Bernard Kabon

Pennad-komz kaset da benn gant : The journalistic team

Ar miz-mañ eo bet lakaet war wel ar fed ma vez diflipet c'hoazh mazout eus bag an Tanio 'zo aet d'ar strad, nebell eus Enez Vaz.
Torrey Canyon, Amoco Cadiz, Erika... Kalzig a vagoù 'doa graet peñse e aodoù Breizh er c'hantved diwezhañ. N'eo weler ket ken ar mazout war ar reier,  koulskoude n'eo ket achu ar saotradur tamm ebet :  chom a ra sammadoù braz a eoul-maen dindan hon zreit.
Kav 'raer c'hoazh, hiziv an deiz, dekvedoù a lec'hioù e lec'h ma 'oa bet douaret ar mazout. Lod anezhe memes a laosk ar pistri o vont kuit a dammoù er mor.
Sames gant Bernard Cabon 'maomp 'vont d'or un tamm tro war aodoù Treger-Vihan. Maer Gwimaeg 'oa bet hennez 'pad tost da dregont 'loaz, ha soñj mat 'neus eus ar peñseoù... ha eus al lec'h 'm'eo bet douaret ar mazout. Emañ deus mikro Gwenvael Delanoe.

An toulloù braz-se a servije da zastum an eoul-maen a-raok ma viche kaset da Vrest 'zo bet gouloet dibaoe. Diaes eo goût hag-eñ e chom saotradur. Met 'vit pezh a denn eus ar mazout a chom dindan hon zreit, e c'hellit mont da glask titouroù war lec'hienn internet "georisques". Aze 'kavit lec'hioù resis, hag a wechoù ezveziadennoù o lâr e red kuit, a bop amzer, banneoù eoul-maen...