Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 18.06.2021

2 minutes

Skarzhet eo bet stourmerion teatr an Oriant

With : Lomig

Pennad-komz kaset da benn gant : Yuna Cojean

Skarzhet eo bet ar stourmerion a sal c'hoariva an Oriant. Luskad ar lec'hioù stanket neus kroget e Teatr Odeon, e Pariz. Tamm ha tamm e oa ur bochad stourm èl-se e pep lec'h e Bro C'hall.
Ar luskad zo daet da vout ur stourm sokial, enep reform asurañs dilabour ar gouarnamant. Ha-c'houde d'ar 15 a viz meurzh e oa stanket sal c'hoariva an Oriant get ar stourmerion, arzourion, intermitanted pe tud an diasur. Met gourdrouzet eo bet ar lusk-se get an isprefet. Disklêriet eo bet getoñ ne vehe ket digoret ar Grand Théâtre ma chomhe an dud d'e stankañ. Diskoulmoù zo bet kinniget get ar stourmerion. Met ne oa ket bet kavet un emglev. Digwener e oa daet ar boliserion, da 6e30 mintin, evit dilojañ ar stourmerion.
Guillaume a vez graet Lomig anezhoñ. Arzourer eo, ha kemer a ra perzh er stourm « Teatr an Oriant stanket » . Kontañ a ra deomp penaos neus kroget ar stourm-se b'an Oriant. Ha penaos e oa an darempred get an Ti-Kêr.