Ur gronikenn nevez diwar-benn ar gwenan hag ar re a vez war o zro, ar wenanerien. Tomaz en deus lakaet ba e soñj mont da welet anezhe bep sizhun... Un doare da ledañ deskadurezh war ar gwenan ha da reiñ c'hoant d'an dud gwareziñ anezhe marteze a-walc'h !
Jenerik : Balafent (evel-just !)
Tomaz Laquaine Hennezh zo ur paotr yaouank deus Naoned sot-nay gant ar brezhoneg. Abaoe ur reuziad eo krog da bourmen e galite hag e vikro etre Treger ha Kreiz Breizh.