Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 22.09.2021

11 munut

Nac'h ar falc'herien da reiñ o ADN

With : Jil Quilleveré

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine, Enora Molac

D'al lun 20 a viz Gwengolo e voe galvet tri falc'her hag ur falc'herez OGK e ti an archerien e Rostren. Kondaonet oent bet e miz Genver e Gwengamp da 300 euro gant goursez evit bezañ bet lakaet, e miz Meurzh 2019, livaj war bidonioù Round Up, ur pestisid a oa bet difennet da werzhañ d'an dud. Galvet int bet e Rostren evit ma vefe tapet o ADN. Abaoe 2019, e rank neb hini hag a zo bet kondaonet reiñ e ADN ur bloavezh d'an diwezhatañ goude ma vefe bet kondaonet. Jil Killevere, falc'her, a zispleg deomp hiroc'h war-se.