Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Larsen ha mediator ! - Pennad skignet d'ar 27.09.2021

33 munut

4 : Orinoù ar rock 'n roll : Ar « race » records hag ar chitlin circuit

Pennad-komz kaset da benn gant : Gaëtan Boulic

Hiziv e kuitaimp ar meteier country ha sonerezh gwenn stadoù ar middle west evit heuliañ ar « Chitlin' circuit ». Pa gomzer eus rock 'n roll e soñjer e Elvis evel-just met ivez e Bill Haley gant « rock around the clock » pe rock the joint » ha padal. Padal an titloù-se a oa bet dija implijet un nebeut bloavezhioù a-raok gant sonerien sakso du evel Hal singer pe Jimmy Preston. « Rock with it baby ! « All she wants to do is rock ! » 'good rockin tonight » : perak n'eo ket bet dalc'het soñj eus an tonioù-se ivez ? Anat dit, penn filip ! Tri abeg a zo da gement-mañ, o anv : gouennelouriezh, segregasion, ha sañsur. E gomprenet ho peus, hiziv e splujomp er « race records » !