Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 29.09.2021

2 minutes

Cool kozh, un ti a stroll gant ar re deuet war an oad

With : Geneviève Tepot

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

'Ba kreiz bourk Plabenneg e vez savet un ti a stroll, hag a vo anavezet « Cool kozh ».
Ar savadur bras gant 7 ranndi enni a vo meret gant ar re 'vo o chom enni. Ar pal eo bevañ 'ba ul lec'h a stroll kuit d'en em gavout e unan pa zeer war goshaat. Muioc'h mui a lec'hioù beviñ a stroll a vez savet evel se gant tud deuet war an oad... Muioc'h a zisplegadennoù gant Genevieve Tepot 'zo ezelez eus Cool Kozh, ouzh mikro Erwan Blanchard emai.

'Benn fin ar bloaz 'vo echu al labourioù., ha e c'hello ar re 'zo o kemer perzh 'ba « cool kozh » mont da chom 'ba o ranndioù... Kemer perzh 'reont dija evit kas al labourioù war raok.
Hag e hello an neb a faot dezhañ mont da weladennin kool kozh d'an 10 a viz Here da geñver un devezh dorioù digor.