Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 24.12.2021

3 munut

Reportajoù en inizi Kanarias : E LA GOMERA, SAVETIÑ AR BEIZANTED 'BENN SAVETEIÑ AR C'HOAD

Pennad-komz kaset da benn gant : The journalistic team

Dibiñ boued lec'hel a zeu da vezañ diouzh ar c'hiz e Breizh en-dro, 'giz e lec'h all. Met penaos 'ta dibiñ boued eus ar vro ma n'eus ket peizanted er vro ken, kea ? Setu an diaezamant bras a zo war inizi Kanarias. Ha grevus eo 'vit an endro : war enezenn la Gomera, seul nebeutoc'h a beizanted seul vreskoc'h koad Garac'honaï, ur c'hoad lakaet da « c'hlad bedel an UNESCO ». 'Maoc'h o vont da gompren perak.
Ur reportaj kaset da benn gant Juliette Cabaço Roger ha Gwenvael Delanoe evit Radio Breizh.
E Kanarias, betek-henn, n'eus ket bet lakaet e plas muzul ebet 'vel 'pezh a ginnig Antonio er reportaj. Met memes tra, e hanternoz Bro Spagn eo bet komprenet ar bloaz-mañ pegen pouezus e c'hellfe bezañ : gant Galisia zo bet votet ul lezenn a ro ar gwir d'ar gouarnamant da dapout an tachennoù dilezet, 'vit ma vefent roet da beizanted zo, a-benn kontrolliñ gwelloc'h an tanioù-gwall.