Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 19.01.2022

77 munut

Abadenn ar Merc'her 19 a viz Genver

With : Carmen Le Bris, Christian Braz, Florent Grouin, Dominique Merrien

Pennad-komz kaset da benn gant : Maëlle Ausias, Yuna Cojean, Tomaz Laquaine, Enora Molac

On the Road get Jack Kerouac a zo milvrudet, un oberenn arouezius ivez evit ar Bat Generation. Deuet eo 'maez an droidigezh e brezhoneg e fin ar blez paset, Christian Braz an troer en doe displeget hirroc'h a-ziàr e labour doc'h mikro Tomaz Laken (RKB)

Beajour oe Jack Kerouac, mignon get Youenn Gwernig ivez, ha Carmen Le Bris a zo beajourez ivez, douetañs ebet àr an dra-se. Bet e oa bet da studiiñ an desaverion loened e broioù disheñval er bed, hiriv e vo klevet hirroc'h a-ziàr he skiant-prenet e Ladakh.

Kronikennoù Karront Sant-Jakez ha Brezhoweb a zo bet klevet ivez, tro-dro da eil koulzad Flapakarr a zo bet filmet ar sizhun paset.