Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Naoned E Live - Pennad skignet d'ar 07.03.2022

24 munut

GARLONN E LIVE

Pennad-komz kaset da benn gant : Skipailhad Radio Nao.net, Melaine Looten

Evit mizvezh ar brezhoneg hon eus pedet Garlonn da zont. N'eo ket dianveet hech anv ganeoc'h rak tro poa bet d'ober anaoudegezh ganti war leurenn an taol lans eozet e Langoned da-genver Gouel Broadel ar brezhoneg e miz Gouere.
Deuet eo eus Brest evit kinnig deomp an tonioù he deus kompozet. Ganti war he chouk chakod e gitar akoustek, e koufr an oto un brasoc'h c'hoazh ... Hini an delenn, ar benveg bras a lakao he c'herdin da zasonin e studio Radio Naoned.
Garlonn a zo 21 bloaz. kroget eo gant ar sonerezh da 6 vloaz ha da ganan ha skrivan kanaouennoù tro d'he 16 vloaz. Gouest eo d'ober gant meur a venveg : Fleüt treuz klasel, fleüt treuz iwerzhonad, traverso, telenn ha gitar.
He fal : treuzkas deoc'h he bed sonerel ha splujan ho tivskouarn e-barzh pozioù he c'hanaouennoù.