Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 02.05.2022

2 minutes

Ur bladenn nevez hag ur fest-deiz evit 50 blez Dastum !

With : Ronan Gueblez, Christian Rivoalen

Pennad-komz kaset da benn gant : Yuna Cojean

Un deiz ha blez dreist-ordinal vo lidet get Dastum !
Ar gevredigezh zo hanter kant blez. A-houde 1972 e vez dastumet ha gwarezet ur bochad danvezioù, diàr-benn glad sevenadurel dizanvezel a Vreizh.
Evit lidañ an deiz ha blez-se e vo aozet un emvod meur ispisial d'ar 7 a viz Mae. Ur fest-deiz vo aozet ! Da 15e e vo moian dañsal e Palez ar c'hendalc'hioù e Pondi.
Yuna Kojan he deus aterset Ronan Gueblez, prezidant Dastum, ha Christian Rivoalen, animatour ar rouedad e Breizh Izel.Displegañ a ra Ronan Gueblez piv 'vo àr ar leurenn e Pondi.
Ouzhpenn z vo embanne tur levr ispisial... Levr kentañ diàr-benn istoer Dastum 'vo !
Moian zo kavout muioc'h a zitouroù àr lec'hienn internet Dastum.