Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 02.05.2022

2 minutes

Emvod-meur Diwan e Pondi

With : Gregor Mazo, Yann Servais

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine

Disadorn e oa tud Diwan e Pondi gant o emvod-meur. Ha stank e oa ar roll-labour !
E-mesk an traoù da verkañ, an emglev sinet etre ar rouedad skolioù brezhonek hag ar Redadeg. Ur c'henlabour diwanet adalek ar Redadeg kentañ met na oa ket bet lakaet war baper gwech ebet.
War meur a sujed all zo bet lakaet ar gaoz hend-all : ar forfejoù-skol, amzer da zont an deskadurezh dre soubidigezh pe c'hoazh diorren ar rouedad.
Abaoe al lezenn Molag eo rediet ar c'humunioù da baeañ ar skodenn-skol da Ziwan ma neuint ket a skol divyezhek en o farrez. Ur pezh kammed war-raok evit Diwan etrezek postoù-labour solutoc'h evit implijidi ar rouedad.
Dre vras n'eo ket bet plaen an traoù er bloavezh tremenet pa oa bet taget priñsip ar soubidigezh, kalon Diwan koulz lâret. Selaouomp ar rener Gregor Mazo ha Yann Servais, en karg da gas war-raok ar rouedad e kornôg ar vro. Emaint gant Tomaz Laken.
Emgav zo roet da vignoned ha mignonezed Diwan d'ar Sadorn 21 a viz Mae e Naoned. A-greiz ma tremeno ar Redadeg dre ar gêr e vo manifestet adalek teir eur goude kreisteiz kement ha gwaskañ war ar Stad-c'hall ha stourm da aezetaat diorren ar skolioù brezhonek, ispisial e Bro-Naoned, e lec'h ma vez startoc'h ar jeu.