a ginnig deoc'h
hanv newez en abadenn veze gwret "Vaimp ket pilet eit komz" dohti
Da bep merc'her da 9e da noz ha bep sadorn, da 1e30 d'enderv, dait genomb ąr hentoł ar Morbihan, d'emgavet get tud ar vro evit ur pennad-kaoz pe ur weladenn. Ni 'ra konaisans get arzourion/-ezed, peizanted/-ezed, ha razh an dud 'deus traoł interesant da lāret !
Gislaine Trividic, seramist er Gros-Chźne, Pondi
With : Gislaine Trividic
Ur c'hlasad tud yaouank ag ar lise Gros-Chźne a Bondi en deus savet un totem bras, tri metrad a uheldet, da lakaat e porzh ar lise.
Ewit kas ar sońj-se da benn a zo bet un dornad tud o labourat asambl.
Da gomańs, Camille Martel ag en asosiasion L'Art Dans Les Chapelles 'deus kenniget d'ar seramist Gislaine Trividic labourat get an dud ag ar lise.
Pep paotr ha plac'h 'neus savet un tamm ag an totem get pri, livet o deus o zamm pri ha lakaet o deus toud an traoł da boazhań a-barzh ur forn o deus krouet-int get sikour Christophe Courtin, o c'helenner, hag ar seramist Philipe Boivin.
Gislaine Trividic zo genoump hiri, ewit kojal ag ar vicher seramist hag ivez ag ar labour kaset get an dud yaouank.
An totem savet get liseidi Gros-Chźne a c'hellit mont da welet e porzh ar lise adal ar 1ćn a viz Ebrel,
ha labour Gislaine Trividic 'c'hellit gwelet ąr internet peotamant e mediaoueg Pondi d'an 17 a viz meurzh.