El Liger-Atlantel e kaver 136 amap. Un amap a zo ur gevredigezh a stourm evit ma chomfe bev ar baizanted hag ar broduerien bihan. Evit en ober en em sav kontradoù war 6 miz pe bloaz etre produerien ha pratikoù. Da heul e teu ar bratikoù bep sizhun da gerc'hat o banerad gant legumaj, fourmaj, bara, produioù a bep seurt. Bep merc'her e vez adtapet boued gant ur c'hant bennak a Naonediz en Amap de la manu. Bet omp bet oc'h ober anaoudegezh gant ar strollad a ver al lec'h.

Version du player désirée.

Code à insérer dans vos pages :

Résultat obtenu :