Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous proposent l'émission

Flik ha flok

Evit lakaat ho tivskouarn o nijal e bed ar folk, ar blues pe ar blues grass, selaouit an abadenn Flik ha folk, an abadenn diwar-benn ar sonerezh folk hiziv an deiz hag en amzer dremenet hag eus pep lec'h er bed.

30 minutes

Dernière émission 08.03.2021

Flik ha Folk #8

Kozh ha yaouank, bras ha bihan, bloavezh mat deoc'h a reketan : labour didorr, boued tomm ha poazh, kig-ha-farz a grabadennoù, a-hed ar vuhez kalon laouen ha dreist-holl ma vo eürus ho planedenn !
Prometet 'moa, abaoe pell, d'am flac'h Madalenn, 12 bloaz, lakaat tonioù a blij dezhi. Ma, neuze, evit kregiñ ar bloavezh nevez e vo selaouet ouzh tonioù a bep seurt dibabet ganti. Un tamm rockoc'h e vo neuze !
Ma, evit poent, aze'it en ho kador rodek muiañ karet. Prest ho tivskouarn ? Deomp de'i neuze evit abadenn Madalenn !