Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous propose l'émission

Reportajoù Keleier ar Vro

Reportages réalisés par les journalistes.
Ecoutez l'émission entière : cliquer ici

2 minutes

Dernière émission 08.04.2021

Frankiz da gazetenniñ : Testeni Morgan Large

Avec : Morgan Large

Gwallgaset, gourdrouzet eo Morgan Large abaoe meur a viz, gaozen, surmat, eus he labour enklask àr an en dro e Kreiz Breizh. Pellgomzet 'vez dezhi e kreiz an noz, ingal ; ampoezonet eo bet he c'hiez , kaset eo bet loened dezhi kuit ar park lec'h ma oant ; taget eo bet Radio Kreiz Breizh... Met gwasoc'h 'zo bet nevez 'zo. Dizoloet he deus 'oa bet tennet daou ibil houarn kuit eus unan eus rodoù hec'h oto... Doareoù feuls 'vit lakaat ar gazetennerez 'zo o labourat gant RKB da devel ? Dimeurzh 'oa bodet àr dro eizh kant a dud e Rostren 'vit souten Morgan Large hag al labour 'zo kaset ganti en RKB. Roomp ar gaoz dezhi evit goar penaos e wel he labour ha geut peseurt tem spered emañ. Ur pennad-kaoz graet get Erwan Blanchard.