Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 17.11.2011

2 vunud

Ar greizenn gaz 'ba Brenniliz?

Gant : Jorj Kadoudal

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

N'eo ket echu ar stourm ouzh ar greizenn d'ober tredan gant gaz. Anv 'oa bet un nebeut mizioù da staliañ ar greizenn 'ba Gwipavaz, e-kichen Brest. Met war du kreiz Penn-ar-Bed pe kreisteiz an departamant 'vefe lakaet: 'ba Brenniliz pe Brieg neuze. Kelaouiñ war ar raktres eo pezh 'raio izili eus ar Gevredigezh "Bevañ e Menez Are" hag ar c'holektif Gaspare. Displegañ petra eo ar Steuñv energiezh savet gant Rannvro Breizh asambles gant Stad Bro-C'hall. 'Bar menezioù 'zo tud fell ket dezho kaout an uzin, trawalc'h 'neunt bet da anduriñ gant ar greizenn nukleel. Selaouomp Jorj Kadoudal, annezad Brenniliz. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.