Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 13.12.2011

2 minutes

Nann d'an usin evit produiñ tredan e Brieg

Avec : Naig Ar Gars

Episode animé par : Anne Gouerou

Ar stad hag ar rannvro Breizh o deus sinet, bloaz 'zo, un emglev anvet « Le pacte électrique breton ». Raktreset eo gant an emglev-se sevel un usin evit produiñ tredan gant gaz evit gwareziñ hon bro deus ur gwall-troc'h tredan. Meur a embregerezh : en o zouez EDF pe Enel - 'zo o studiañ meur a lec'h evit degemer an usin-se. Gwipavaz ; Landivizio, Brenniliz ha Brieg. Rankout a reont kas o c'hinnig a raok fin ar bloaz. Met an enebiezh d'ar greizenn-se 'zo bras er vro. Ar bodad kevredigezhioù « Gaspare » 'zo e penn ar stourm. E pep kumun e lec'h ma 'z eo raktreset un usin n'eus sikouret an ekologorien-se tud ar vro da sevel ur gevredigezh lec'hel a-enep ar raktres. Gant tost ar memes anv e pep lec'h a zispleg deomp, Naïg ar Gars, kuzulierez rannvro ha sekretourez ar gevredigezh...