Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 04.01.2012

2 minutes

Espern an tredan e Breizh

Episode animé par : Anne Gouerou

Ur greizenn evit produiñ tredan gant gaz e Penn ar Bed. Bez e vo ar sujed-se e touez ar raktresoù pouezhusañ deus ar bloaz-mañ e Breizh. Soñj 'peus sur 'walc'h deus ar manifestadegoù oa bet a-enep, meret gant ar gevredigezh Gaspare. Padal eman ar raktres-se, douget asambles gant ar stad hag ar rannvro, unan deus rannoù ur raktres war an diorren padus. An « triskell elektrik evit Breizh » en deus tri zroad. Da gentañ, sevel ur greizenn evit gwareziñ ar vro deus ur gwall-troc'h-tredan ; d'an eil, diorenn an energiezhioù padus, en o zouez an tourioù-avel hag an energiezhioù-mor ; ha, trede troad, diskenn al lonkerezh tredan. Aze, ar pal 'zo da zegreskiñ ar gresk hepken. Deus mui 2,6% bep bloaz er mare-mañ betek mui 1% bep bloaz adaleg 2015. Hag amañ 'mañ an dalc'h gant an enebourien ezel deus ar gevredigezh Gaspare. Goulenn a reont 'ma 'vefe graet muioc'h a strivoù deus an tu-se. Evit non pas kaout ezhomm eus ur greizenn.
Hag ar re 'zo o vanifestiñ ? Doust hag-eñ e reont strivoù, int ivez, war o lonkerezh tredan ? Selaouit respontoù meur a hini a oa o vanifestiñ 'ba Brieg e fin ar bloaz tremenet. André Kerdrañvat 'zo an hini gentañ.